Israel HaYom
Israel HaYom (ישראל היום en hebraeg, a dalvez "Israel hiziv") a zo ur gazetenn bemdeziek hebraek digoust a vez embannet en Israel. Embannet e voe evit ar wech kentañ d'an 30 a viz Gouere 2007. Stumm un tabloid a zo dezhi. Daoust ma tenn hec'h anv da USA Today n'eus liamm ebet etre an div gazetenn. Amos Regev eo a zo e penn ar gazetenn. A-fet skignañ ez eo eil kazetenn Israel (e dibenn 2009 e voe jedet e oa kresket ar skignañ eus 23,2% da 26,6%[1].
Pa voe krouet e voe kevezerezh etrezi ha Israeli, ur gazetenn digoust all, aet da get abaoe. E miz Here 2009 e voe krouet embannadur an dibenn-sizhun.
Hervez kazetennerien' zo ez eo neptu savboent Israel HaYom (daoust ma'z eo kentoc'h ur gazetenn eus an tu-dehou), padal e kav da re all n'eo ket gwir. Hervez Ben-Dror Yemini ez eo ur gazetenn "a laka an demokratelezh en arvar"[2],[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://www.globes.co.il/serveen/globes/docview.asp?did=1000534102&fid=942 TGI survey shows "Globes" only paper to grow, Li-Or Averbuch, 27 a viz Genver 2010, Globes
- ↑ https://web.archive.org/web/20100402054143/http://www.nrg.co.il/online/1/ART1/993/891.html Israel HaYom is a danger to democracy, en-Dror Yemini, 25 a viz Kerzu 2009, Maariv
- ↑ http://www.israelhayom.co.il/site/newsletter_opinion.php?a=2807 Who is really fighting for democracy?, Dror Eydar, 31 a viz Kerzu 2009, Israel HaYom
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|